Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —


ERVOAN CAMUS.
____


   Ervoan Camus a gane gai,
’Clasc he gezec eur zul veure ;

   Ervoan Camus a Blouillau,
Brawa pôtr iaouanc ’zo er vro.

   Hac he gezec p’hen deus cavet,
War eur c’hlazenn eo azeet ;

   War ar c’hlazenn p’eo azeet,
He fri da voadan ’zo ’m laket :

   — Petra newe c’hoarve d’in-me,
Na mar goad ma fri ken beure ?

   Na mar goad ma fri ken abred ?
Custum d’hen ober na ê ket.

   Hen harpan he benn ’n eun derwen,
Commans da zonjal, da gomprenn ;

   Commans da zonjal, da gomprenn,
’C’hortoz tud ’n ofern da dremenn.

   — Ma c’hoar, plac’h an ofern veure,
Petra ’c’h eus clewet a newe ?

   — Newentiz ’walc’h am eus clewet,
Pa ’zê marw an hini garet.

   Ervoan Camus, na pa glewas,
Ter guech d’an douar a goueas ;

   Ter guech d’an douar eo coueet,
He c’hoar paour, n-eus-han goureet ;

   — Tewet, ma breur, na ouelet ket !
Te wel, ma breur, em gonzolet !

   Merc’hed awalc’h a zo er vro ;
C’hui ’zo iaouanc hac a gafo ;

   C’hui ’zo iaouanc hac a gafo,
Hag ar re-goz a dremeno.