Pe vel eur filozof, pe eun doctor benac.
Neb ho clewfe o parlant deufe prest da laret
A ven zottoc'h ewit-oc'h ! Met me 'm eus ho approuve!,
Hac a ra ken neubeud vàn o clcwet ho comzo
'Vël ma ra eur ween derw, ve maro seiz blà zo.
— M'ho comparaj, ma mestrès, diouz an durzunel,
Plni dé 'wit deumeurans ar meneïo huel ;
Honnès na ra ket a gaz pegent rust ve 'n amzer,
Ha pa bliio gant doue a deuio an douster.
— Nann ! nann I me n'on ket canabl da gredin ho pe c'hoant
D'hem c'harout en ho calon, evel ma ret zeblant ;
Rac c'hui rofe da gredin da verc'hed diaviz,
A ve war grouio raden a tiwan fleurdeliz ;
Rac c'hui rofe da gredin da verc'hed zodezet
A ve war grouio raden tiwan lavand fleuriet !
— Arsa-'ta, ma mestrezic, lâret, en bezr gomzo,
A contant 've ho ligne a timèfemp hon daou.
— la, contant ve ma ligne ! Na perac-'ta na ve?
Neuze, me 'm eus ma c hunan pretansion war ze ;
Neuze, me 'm eus ma c'hunan war ze pretansion :
An-neb a uz a gle choas, evel just ha raizon.
— Arsa-ta, ma mestrezic, kenavo lâran d'ac'h !
Ken 'lies plas m'ho cuelin, me am bo joa ouzoc'h.
Na n'oc'h ket deuz ma état, dre tn'oc'h païzantès,
Met mar goullet zervijin, deut d'am zi da vatès.
— Arsa'-ta, cloarec iaouanc, c'hui a allô lâret
Pô clewct ma zantimant ; eun ail na raïo ket.
Me a zo bet re fragil o contan ma doare,
Met breman me vô diroc eun neubeudic war-ze ;
Me a zo bet re fragil 'contan ma zantimant,
Met breman me vô diroc, en touez an dud iaouanc.
Jan Yvon ar Merl. — Keranborn, Plouaret.