’Teufen d’oc’h eureuji gant eur gwir garante.
— Ma zud ’zo erru coz hac en cadusite,
Hac a vefent rouinet ma hafen digant-he ;
N’eo ket just timêfen eneb d’ho bolante.
— Na, ma mestrezic coant, d’in-me ’ta lavaret,
Goude maro ho tud, na da betra ’c’h efet?
— M’ am bije bet mado, ’vel ziouas ! n’am eus ket
A vije d’ar gouant a c’hoantefen monet.
— Na mar eo da gouant a teziret monet,
Me ho craï leanes er gouant ma kerfet ;
Me ho craï leanes indan eun habit wenn,
Hac a iel da velec indan eur zoudanen...
Ec’h an c’hoas eur veach bete ti ma mestrès
Ha pa golfen ma foan, grêt am eus aliès.
Bet on ’n ti ma mestrès, bete dor he c’halon,
N’am eus cavet netra a gonzolasion ;
Nemel eur galon trist hac en captivitè
Na ve ’n ti ma mestrès, pa ’c’h an-me ’n hi bete.
Coulzcoude ’c’h hellan-me gant gwirion lavaret
Am eus bet grêt al lez da fleuren ar merc’hed ;
Am eus bet grêt al lez, hep meprizout hini,
Na gafin ket he far dre lec’h ma tremenin.
Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/266
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —
______________