Demad, Mari, ma mestrès, demad d’ac’h a laran ;
Setu me deut d’ho cuelet ’wit ar vech diwezan ;
Setu me deut d’ho cuelet, hen nâc’h na allan ket,
’Wit ma vo laket an de ma vefomp dimezet.
Deut c’hui ganin, ma mestrès, da gavoud ma ligne,
Ha me a iello ive gant-oc’h da gâd ho re.
— E-leal, ma zervijer, bet on ’câd ma ligne,
Hac ho deus lâret d’in-me biken ze na vije,
— Deut c’hui ganin, ma mestrès, da vordic ar c’hoajo,
E-lec’h ma ve au awel o hija an deillo ;
E-lec’h man al lapoussed o canan ho fredon,
Réjouissan ma speret, ober gai ma c’halon.
Deut c’hui ganin, ma mestrès, da vordic ar rivier,
Da vale war ar ieot glaz, ’wit tremen an amzer ;
Da barlant war ar ieot glaz ’bet’ an heur a greiz-de,
Pe ôtramant ’n ho jardin, dindan eur bout lore.
... En de all me oa mezo, da gouezan war ar ru ;
Ma mestrès a oa eno a zelle ouz-in dû ;
Ma mestrès a oa eno ma gwelet o couezan.
— Collet ganin ho craz vad ! adieu d’ac’h a laran.
Me a garje, ma mestrès, p’ho cuelis da gentan,
Vijen bet war ma guele diou pe der sizun clanv,
Covesèt, zacramantet, gant eur bêlec nouët.
Ha gant-se ’ta, ma mestrès, m’ho ped, ma c’honzolet.
— Petra consolazion oufen-me da rei d’ac’h,
Met ho kemer da bried ha bezan fidel d’ac’h ?
— Mar na vec’h ket fidelloc’h, en amzer da donet,
Wit na n’oc’h bet, ma mestrès, en amzer dremenet !...