Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —


   Neuze, war ar mor don pa int bet digwezet,
Da c’hoari gant ar plac’h ec’h è bet ’n em laket.

   — Losket, losket, ’mezhi, gant aon bout tamalet,
Aman ’zo calz a dud hac a vefemp guelet ! [1]

______________



AR BASSAGERÈS
(EILVET GWEZ)
____


— M’ho salud, Izabellic, gant ho pagic vihan !
Petra a rez te aze war ar mor, da unan ?
Da zello ha da fesson a gafan ken brillant
Evel an heol binniget, pa bar er firmamant.
— Petra ê ’r c’homzou-ze ho peus lavaret d’in
A ia bete ma c’halon d’ober nec’hamant d’in ?
Me ’zo eur vinorezic oajet a bemzec vla,
Hac am eus calz da diwall c’hoarvefe d’in netra :
Diwezad a ven goude da zonet da oela ;
An enor, pa ve collet, n’ gafer ken da brena.
— N’ê ket ’wit coll da enor ha da virginite,
Izabellic, am eus bet kement a liberte ;
Ma ’z ê ’wit goull diganit ha te a ve contant
Da gemer eun don iaouanc ebars da vatimant.
— Oh ! ia, ’mez-hi, den iaouanc, tostêt d’am batimant,
Ar c’homzou oc’h eus laret ma deus rentet contant.

Izabellic a lare, pa dostaë d’he bro ;
— Me ’meus tapet eur pichon, n’oun ket hac hen chommo :
Me ’m eus tapet eur pichon ebars ma batimant,
Hac a deu d’hen anleuvi gant eur galon contant.


Louiz an Talec, Méné-Bré. — 1868.

______________
  1. Var : Aman ’zo calz a dour hac a vefemp beuzet.