Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —


Rac me a zo da Doue gant ma zud prometet,
Hac obeïssan d’ezhe, bergeren, a zo rèd.

— Na na n’oc’h ket beleget, ken neubent na oc’h sacr,
Ma allet cass d’ho ligne eun digare bennac,

Na mo ho craïo noter, pe brizer, ma keret ;
Ha pa goustfe pemp cant scoet, arc’hant na vanco ket,

— Me a zo pell ’zo amzer o saludin merc’hed,
Biscoaz ho ken diavis n’am boa me zaludet.

Adieu d’ac’h, bergorennic, ha d’ho camaradès !
— Ha d’ac’h ive, ’mei, cloarec, ha d’ho compagnonès !


Intanvez Peutite. Kerbors.

______________



PERRINA COAT
____


         Mar plij ganec’h a zilaoufet
Eur zon ’zo newe gompozet,
         Digue don ma dondaine !
            ié, ié
         Digue don ma don dé !

   Eur zon ’zo newe gompozet,
D’eur plac’hic iaouanc hi zo grêt.

   D’eur plac’hic iaouanc hi ’zo grêt,
Perrina Coat ec’h ê hanvet.

   Perrina Coat zur a oele,
Na gafe den hi c’honzolje ;

   Na gafe den hi c’honzolje,
Nemert Tersec, hennès a re.

   — Tewet, Perrin, na oelet ket,
Me rei ho timi par gerfet.

   Perrina Coat, deuz a Vulien,
Selezroc’h wit dour en eur weren,