Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192-


   Ma mestrès coant, pa arrio,
A bewar zra ma zoulajo,

   Ma lemo a boan, a anvoui,
A chagrin hac a velconi.


Keranborn. — 1848.

______________



ZON CLOAREG PEMPOUL
____


En-tre kêric Pempoul ha pales ar Roue,
Eman an Duc a Oelo o sevel eun arme ;

Eman an Duc a Oelo o sevel eun arme.
Me ’zo eur c’hloarec iaouanc a lavar mont ive.

Pa oer er magnificat, ebars ar gouspero,
C’hantren eur c’hloarec iaouanc, gant he gamarado ;

C’hantren eur c’hloarec iaouanc, en satin guenn guisket ;
Calon ar vergerennic a oa rejouisset.

Hi tistreï en dro, lâret d’hi c’hamaradès kêr,
— Setu duont eur c’hloarec a escopti Tréger !

Setu duont eur c’hloarec a escopti Tréger !
Mar meritan an enor, e tei d’am c’hass d’ar gêr.

P’oa achu ’r magnificat, ive ar gouspero,
Hi da zaludi ’r c’hloarec, ebars en ber gomzo :

— Salut d’ac’h, cloarec iaouanc, ha d’ho compagnonès !
— Ha d’ac’h ive, bergeren, ha d’ho camaradès !

— Ha pa valefen aman seiz lew en dro da gêr,
Me na gavfen ket unan capab d’am c’hass d’ar gêr ;

Me na gavfen ket unan capab d’am c’hass d’ar gêr,
Nemet oc’h, cloarec iaouanc, a deufe da ober.

— Salocrâz, bergerennic, evit se na rin ket,
Rac me a zo da Doue gant ma zud prometet ;