Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —


SECREJOU AR C’HLOAREC
____


   Bemnoz, bemnoz, ’bars ma goele pa ’c’h an,
E-lec’h cousket, nemet goela na ran ;

   E-lec’h cousket, nemet goela na ran,
Pa deu zonj d’in deuz an hini garan.

   Me ia bemde da forest Coatamour,
En esperans d’ho cuelet kerc’had dour.

   Pa ho cuelan o tont a dreuz ar c’hoajou,
War an delliou me laca ma secrejou.

   — D’eun dra dister e contet ho secrejou,
Ma ho contet d’an delliou ’bars ar c’hoajou.

   Pa zeui ar glao, an awel, an tourmant,
Setu collet ho secrejou, den iaouanc.

   Gwelloc’h vefe o scriva ’n em c’halon,
Eno chomfent, cloaregic, gravet don.


Viçantan Guillou, Guerlisquin, 1888.

______________