Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —


   — Tri bloaz ’zo calz ha neubeud a amzer de dremen,
Au hini ve o c’hortos a gav hir an termen,

   Gwellan m’oufemp da ober ve em dispartia,
Wit beza net a gojo, da c’hortoz au tri bloa.

   Hac mar chomfemb er vro-man hon daou da em garet,
Deufe an dud da laret a vefemb mignoned.

   Me iello da Sant-Malo, lec’h zo eun enezen,
Ebars en creiz ar mor don, dispoz d’ar ienien,

   ’Lec’h n’am bo nep plijadur ha nep coutantamant,
Nemet ar glao, an awel, hac a bep sort tourmant.

   — Possubl ve, ma zervijer, ve balamour d’in-me
Em lacafac’h ’n eun danjer ’n eun tourmant er gis-se.

   Ma holl vado en antier, ha c’hoaz na int ket d’in,
N’int cap da baëan ar boan souffret ’balamour d’in.

   — Ho fesson vad, ma mestrès, zo capab d’am paëa,
Gant ma c’hallin hi c’havet, na c’houlennan netra.

   Az zôn-man a zo zavet gant eur c’hloarec iaouanc ;
Me ho ped, hen excuset, na eo ket c’hoaz savant ;

   Doue na ro ket d’an holl peb-hini he c’houlen ;
Kement hec’h â d’ar studi na vent ket bêleïen.

   Hema zo ’r c’hloarec iaouanc o retorn d’he ganton,
Hac a gav bezr an amzer nac o canan eur zon.

______________