Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —


   Cassfac’h ganec’h ma boukedo,
’C’h afac’h gant-he e-mès ar vro.

   — Ha pa guitafemp hon c’hanton,
Nin iel da Paris pe da Rom.

   — Biken ma bro na guitaïs
’Balamour da bôtr a garis ;

   Nann, den iaouanc, ha credit se,
’Balarnour d’ac’h n’ rin ket ive !

   — Me ’c’h a breman d’ober al lez,
Pell euz ar gêr, d’eur bennherès.

   Honnès hi deuz aour hac arc’hant,
A lacaï ma c’halon contant.

______________



ENEZEN SANT-MALO
____


   Na ma ouijen-me canan ’vel ma ’c’h oûn compozi,
Me gomposje eur zonic vije d’am fantasi ;

   Me gomposje eur zonic, ha na vijen ket pell,
Da daou den deuz ar c’hontre, en em garrie fidel.

   Pa ve carante barfet aman en-tre daou den,
Joaüz vent ’vel eun eostic o canan ’n eun drezen.

   Ha goude bezan caret, ha laket ho fians,
Ve glac’haret ho c’halon, mar na ve recompans.

   — C’hui, ’mezhan, ma mestrezic, ’zo kiriec d’am zourmant,
Ganec’h e-man ma dessign, ha d’ac’h-c’hui am eus c’hoant;

   Ganec’h e-man ma dessign, ha d’ac’h-c’hui am eus c’hoant,
C’hui ’c’h eus an ingratiri ’n andret ma zantimant !

   — Tawet, ma zervijer, na lavaret ket se,
Rac kement a deziret garfen a arrufe.

   Ma ligne zo contrel d’ar pez a c’hoantaët,
Ewit ac’hann da dri bloaz, ma mignon, n’am pô ket.