Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —


   Setu, ma mignon ker, glac’haret da vestrès ;
Ar rest deuz he deziou ’vo en tristidigès ;

   Ar rest deuz he deziou ’vo en tristidigès,
Na ra met scuill daëro gant glac’har hac enkrés.

   Beza ’zo deuz he ligne ho deveus fantazi
Eneb d’he bolonte deuet d’hi dimezi ;

   Tud hac a zo d’ezhi certen car alliet,
Gret am eus ma fossupl, me na n’on ket kiriec.

   — Envnic Sant Nicolas, te ’zo mad em andret,
Kerz ’wit-on ’n hi bete, ma fossupl am eus gret.

   Mar be êt da gousket, antre pront en he c’hambr,
ha ro d’ezhi ma lizer hep ober complimant.

   Mont a ra an envnic neuze incontinant
Da brezanti ’l lizer d’am mestrès en he c’hambr ;

   da brezanti d’ezhi ma lizer cachedet,
Pehini a oa ganthan dre galz a boan nijet.

   Ma Mestrès a oa fur, hen lenne dre douzter ;
An dour deuz he daoulagad a c’hlebie ar paper,

   O tont da gonzideri touchanta préposio
am boa me merket d’ezhi ebars en bezr gomjo.

   Retorn a ra an envnic evit ma c’honsolin,
lizer ganthan ’n he vec da digass respont d’in.

   Pa resivis he lizer, ma c’halon a dripe,
Evcl eun oanic bihan en heol, da viz mae.


Keranborn, 1848.

______________