Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —


   Me a zo privet gant Doue
Dimeuz au eil hac egile.

   — Na n’oc’h ket gant Doue privet
A goantiri nac a c’henet :

   C’hui ac’h eus eur vizaj ardant,
A raïo ma speret contant.

   — Mar am eus eur vizaj ardant.
C’hui ’zo ive d’am zantimant.

   — Na zavan de deuz ma guele
N’ douchan ’r bouellad gwiniz leuve,

   Gwiniz leuve deuz ar c’haeran,
Pigal na corbon n’eus en-han.

   — Clasket gwiniz deuz ar c’haeran,
Pigal pe gorbon vo en-han ;

   Pigal pe gorbon vo enn-han,
En ho hini ’wit ar muian.

   — Tri re voto am eus uzet,
Ma dousic, o tont d’ho cuelet ;

   Laket ober ’r beware re,
Ha c’hoaz n’ouzon ket ho toare.

   — Pa vet scuiz oc’h uza boto,
Deut war zodenno ho lèro ;

   Pe ôtramant chommet er gêr,
Ha na golfet ket hoc’h amzer.

   — Entre ho ti ha ma hini
Zo eun ale a rosmani :

   An tu diouz-oc’h ’zo goenvet,
An tu diouz-in fleurisset ;

   Pez a discoez n’am c’haret ket,
Ma dousic, ha ma dilaizet.

   Me ’m boa reit d’ac’h eur gontel goant,
’Samblez gant eur walen arc’hant.

   — Ho contel ’zo uzet pell-zo,
O peillet per hac avalo.

   Mar noa roët d’in gwalenno,
Me ’m boa roët d’ac’h moneïo ;