Pa dremenan, dremenan dor ho chardin
Na me a zant, a zant c’houez an turcantin.
An turcantin, al lavand, hac ar gouler,
Ma mestres coant, roït-hu d’in eur boquet.
Na me am eus eun ti coant hac eul liorz,
Hac eur vilin dour ez eus en toul ma forz ;
Na me am eus hac eun ti hac eur c’houldri,
Nemet eur plac’h coant na vauc ken brema d’in.
— Mar ê eur plac’hic coant eo a faot d’eoc’h,
Clasket eun all, me na on ket diouzoc’h.
Gant ma Doue ouzin-me a zo dalc’het
Euz a goantiz hac ive euz a c’hened,
— Nann, na oc’h ket gant ma Doue bet privet
Nac a goantiz, na ken neubeud a c’hened ;
C’hui, ma mestres, ’zo eur feumeulen charmant,
A oar lacad, lacad ma speret contant.
Arsa eta, ma mestres, da vihana,
Roït-hu d’in eur poc aroc kimiada !
— Dalet, dalet ma dorn, ha kimiadet,
Rac evit sur d’am bisaj n’ bocfet ket[1].
— Na, ma Doue ! petra ’ta am eus me grêt,
Na mar oc’h-hu ouzin-me ker braz fachet?
— Me a werzo, werzo ma dantelezo,
Ha ma c’hroaz aour, hac ive ma rubano,
A nem lacaï, lacaï da bedi Doue,
Hac ec’h aïo, ’c’h aïo d’ar gouant gant-he.
— Na mar et-hu ’ma mestrezic, d’ar gouant,
Me ec’h aïo eno da vêlec iaouanc.
- ↑ Une autre leçon ajoute les vers suivants :
Rac ewit sur na bocfet ket d’am bisaj ;
Achu ec’h eo amzer ar vignonniaj !