Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

Ken a zivere ma dillad ;

   Na deu netra d’am c’honsoli,
Met ann alenn euz he guele ;

   Met ann alenn euz he guele,
A deu dre doullic ann alc’huez.

   Tri re voto am eus uzet,
He digarez na wienn ket ;

   Ar bevaro ’m eus commancet,
He digarez na ouzon ket ;

   Pemp re, siouas ! pa vô contet,
He digarez na ouzon ket.

   — M’eo ma digarez a fell d’ec’h,
Na eo ket me hen cuzo d’ec’h :

   Tri hent ’zo a hep tu d’am zi,
Choazet-hu hini pe hini ;

   Choazet ’nn hini garfet anhê,
Ho casso pell euz al lec’h-se.
. . . . . . . . . . . .

   Gwell’ eo carantez, pa blich d’in,
Eget mado na fell ket d’in ;

   Mado a deu mado hec’h a,
Mado n’ servijont da netra ;

   Mado hec’h a, ’n giz per melenn,
Carantez ’bâd da virwikenn ;

   Gwell’ eo carantez, leiz ann dorn,
Get aour hac arc’hant leiz ar forn !...


Canet gant Job Corbin, mevel, en Huelgoat, 1872.

______________