Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —


WAR AR STANC.
____


      Disul vintinn pa zavis,
Le-dabadi-dabadel-Lampati-Lampalourel. —

      Disul vinlinn ’pa zavis,
Eun taol caër a welis.

      Me ’welet ter flac’h iaouanc. — Le dabadi...
O canna war ar stanc.

      Diou auezhe a gane, — Le dabadi...
Hac eben a ouele.

      Ma lare ’n diou a gane — Le dabadi...
Na d’ann hini ’ouele:

      — P’tra ’zo caus ma ouelet, — Le dabadi...
Plac’hik iaouanc, laret ?

      — Ann dud lâr on brazezet, — Le dabadi...
Ha me lâr na n’on ket.

      Ann dud a lâr on brazès, — Le dabadi...
Ha n'ouzon a be berz.

      N’ouzon pe ’beurz ann afrenn, — Le dabadi...
Pe a beurz ar spern-gwenn ;

      Pe o sevel re vintinn — Le dabadi...
Da c’hwennad ma jardinn ;

      Pe o sevel re veure — Le dabadi...
War ar reo da vale ;

      Pe o tibri pér melon — Le dabadi...
A c’hodel ar person ;

      Pe o tibri eun aval — Le dabadi...
A zorn ar marichal ;

      Pe o cousket ter noz crenn — Le dabadi...
Etre diou linsell-wenn ;

      O cousket ter noz franc — Le dabadi...
Gant eur c’hloarec iaouanc.