Me ’zo eun den iaouanc o roula ma micher,
A ra ma demeurans ebars en pep cartier ;
’M eus laket em speret monet da labourad
Da di ma mestres kès, -hac on avizet mad.
Pa allis caout an tu da gomz gant ma mestres,
Me na scuijen jamès, en he c’hompagnones,
Ewit laret d’ezhi comzou a garante,
Objet a blijadur, carget a amitie.
Ma mestres ’zo hanvel ouz eur boket soursi,
Pe c’hoaz ouz eur rozenn, pa ve ’n he geoni ;
Pe ouz eur mezelour carget a sclerijen :
O Doue eternel, brawa da feumeulen !
N’ ’c’h eus ket zonj, ma mestres, hen em gavjomp, eun de,
En cornic ho jardin, dindan eur bod laure ?
Hac eno remerqjomp eur feuteun a drue,
Carget deuz hon daelo, ann eil hac egile,
Hac eno remerqjomp eur feunteun a c’hlac’har,
Daelo hon daoulagad a goueze d’an douar.
Pa vo marw ma mestres, me zavo ’n ermitach,
En cornic ma jardin, ha war vord an hent braz,
Ha me chomo eno, ar rest deuz ma buhe,
Ken ’vo madeles Doue ma c’hass gant-han d’an ne ;
Ha me chomo eno, hac ann de hac ann noz,
Ken a vo ma mestres en gloar ar baradoz.
Mar ’c’h eus c’hoant da glevet piou hen eus ar zôn grêt,
Ez eo eur pôtr iaouanc, a gêr ar C’hozvarc’hed.
Plouaret.