Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —
MARC’HAD ANN AMOUROUSTED
____
Comz aliès oc’h eus clewet
Dimeuz an amourousted !
Eramtira, dariraineu !
Me garje cât deuz anezhan
Daou liarded da brenan.
Me ’m oa bet daou liardet dec’h,
N’oa ket hirroc’h wit ma brec’h !
Ha me ’vont gant-han war-ar-mès,
O c’hober peder vestrès.
Na diou anez-he a oa coant,
Ha diou all defoa arc’hant ;
Ann diou oa coant a blije d’in,
Ann diou all oa dizoursi.
Lamoute. — Paimpol.
______________
EVEL EUR VAGIC WAR AR STANC
____
— Débonjour d’eoc’h, ma mestrézic,
Ho calon a zo manific ?
— Ma c’halon-me a zo contant,
Mar eo hoc’h hini, den iaouanc.
— Ma mestres, p’an biou ho jardinn,
Me a gleo c’houez al louzou finn,
C’houez ann thim hac ar violet ;
Ma mestres, reit d’in eur bouquet.