Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/174

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —



AN HINI A GARAN
____


   Ann hini a garan ’zo caër, evel al loar,
En noz, pa sclêrijen bugale ann douar;

   Ann hini a garan, en palès an Drindet,
A vo bépred ganin caret, caret, caret !...

   Ann hini a garan ’zo ’vel eur stereden,
’Bars en nef ma buhe lugerno da viken !


Catherine Renaud. — Pleyben.

______________



COAT AN NOZ HA COAT AN DE
____


Duze, costé Coat-an-noz,
Eno eman ma hini goz.

Eno ’man Perrino,
An hini garan muia !

Duze, costé Coat-an-Dé,
Eno ’man ma c’haranté,

Eno ’man ma dous Mari ;
Me garje beza gant-hi !

’Lec’h eun nozwes ec’h on bet,
Me a garje beza dec !


Mari Meuro. — Bégard.

______________