Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/152

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

   Perc’hen ann tri mab Herri,
   O c’hoari, o fredoni,
   Eur biz arc’hant gant peb-hini ;
   Daou viz arc’hant da Vari,
   Eur biz arc’hant da Vari.


IV


— Cân caer, Killoré.
— Jolic, petra faot dide ?
— Caera pevar draïc a gement ouzoud-te.
— Pevar ole,
   O canan exaudie.
   Ter rouanès er mendi,
   Perc’hen ann tri mab Herri,
   O c’hoari, o fredoni,
   Eur biz arc’hant gant peb-hini ;
   Daou viz arc’hant da Vari,
   Eur biz arc’hant da Vari.


V


— Cân caer, Killoré.
— Jolic, petra faot dide ?
— Caera pemp traïc a gement ouzoud-te.
— Pemp bioc’h duf a-walc’h,
   O tremen douar toualc’h.
   Pevar olé,
   O canan exaudie.
   Ter rouanès er mendi,
   Perc’hen ann tri mab Herri,
   O c’hoari, o fredoni,
   Eur biz arc’hant gant peb-hini ;
   Daou viz arc’hant da Vari,
   Eur biz arc’hant da Vari.


VI


— Cân caer, Killoré.
— Jolic, petra faot dide ?
— Caera c’huec’h traïc a gement ouzoud-te.
— C’huec’h breur ha c’huec’h c’hoar ;