Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —


DISPENNAN AR VOUALC’H
____


      Ar voualc’h hen eus collet he vec.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h oanan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
   He deod, he vec?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He lagad cleiz, he deod, he vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec.

      Ar voualc’h hen eus collet ;
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he c’houc.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
     c’houc, he askell gleiz.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad
   cleiz, he deod, he vec ?