Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

, ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar
c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.

      War al leandi 'zo eun tour,
         Caera du dour !

   Ann tour ’zo war al leandi, al leandi ’zo war ar manac’h, ar
manac’h ’zo war al leanès, al leanès ’zo war ar bluenn, ar
bluenn ’zo war ann einic, ann einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war
ann neiz, ann neiz ’zo war ar branc, ar branc ’zo war unn dervenn, ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar
c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.

      War ann tour ’zo eur groaz.
         Caera da groaz !

   Ar groaz ’zo war ann tour, ann tour zo war al leandi, al
leandi ’zo war ar manac’h, ar manac’h ’zo war al leanès, al
leanès ’zo war ar bluenn, ur bluenn ’zo war ann einic, ann
einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war ann neiz, ann neiz ’zo war ar
branc, ar branc ’zo war ann dervenn, ann dervenn ’zo war ar
vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc,
hac ar parc a zo d’in.

      War ar groaz ’zo eur c’hog.
         Caera da gog !

   Ar c’hog ’zo war ar groaz, ar groaz ’zo war ann tour, ann
tour ’zo war al leandi, al leandi ’zo war ar manac’h, ar manac’h ’zo war al leanès, al leanès ’zo war ar bluenn, ar bluenn
’zo war ann einic, ann einic ’zo war ar vi, ar vi ’zo war ann
neiz, ann neiz ’zo war ar branc, ar branc ’zo war unn dervenn,
unn dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar
c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.
      Hac hol ez int d’in !


Lâret gant Visant Coat,
en Montroulés, 1876.

______________