Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —



XII

Ha Caz da vont da Logodenn ;
Logodenn da Lard ;
Lard da Louan ;
Louan da Eujenn ;
Eujenn da Dour ;
Dour da Tan ;
Tan da Fusul ;
Fusul da Bleiz ;
Bleiz da Gavr ;
Gavr da Caul ;
Ha Caul da dorcha troadic coant ar C’hog,
A oa couezet er poul.


Joseph Ar Raher. — Duault.

______________



AR PARC CAER
____


      Me am eus eur parc.
         Caera da barc !

      War ar parc ’zo eur c’hleuz.
         Caera da gleuz !

      Ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.

         War ma c’hleuz ’zo couezet eur vezenn,
      Diouz begic eur goulmic wenn.
         Caera da vezenn !

   Ar vezenn ’zo war ar c’hleuz, ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac
ar parc a zo d’in.

      War ar wezenn ’zo savet eun dervenn.
         Caera da dervenn !

   Ann dervenn ’zo war ar vezenn, ar vezenn ’zo war ar c’hleuz,
ar c’hleuz ’zo war ar parc, hac ar parc a zo d’in.