Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


— Gwell a-bed, eme Jann, o poac’had ar iot goadigennou,
      E tewiz ma biz.

      — O pegen gwaz, Jann !

— Gwaz a-bed, eme Jann ; ober a ris eur gest,
      Hac a oe savet tri di.

      O pegen gwell, Jann !

— Gwell a-bed, eme Jann ; o sevel ann diweza,
      A oe bornet ma groeg.

      O pegen gwaz, Jann !

— Gwaz a-bed, eme Jann, pa eo laret gant Doue :
      « Gwell eo beza born eget dall ! »

______________



DISREVEL PEDENNO
CONFITEOR
____


Confiteor Deo, Deo,
Confiteor, digor d’in,
Calz am eus, calz a fell d’in :
Cant scoed digant Doue,
Hanter cant digant an Ele ;
Digant an Ele hanter cant,
Digant Sant Joseb, eur plac’h coant.
Me oar cuipa caoulet,
Guintra merc’hed ;
Mar zentfen ouz dom Jann ha dom Jakaz,
Me vefe paour evel eur raz,
Iafe dierc’hen da glasq ma boed,
C’houlfe bara, hep hen gonid.


Marguerite Philippe. 1886.

______________