Me a welis goude eur c’had,
Hac en he zreid eur boto coad,
Ha war he lerc’h al levrini,
Oant ket ’wit tapoud anezhi.
Baon biel etc.
Me ’m eus gwelet en Pontreo
Kigna kezec hac hi beo,
Hac ho c’hroc’henn bars ar marc’had,
Ho c’horf er parc o labourad.
Baon biel etc.
Me ’m eus gwelet eur gazec wenn,
En eul lannec ’cribad he fenn,
Gant-hi morzol da lac’ha laou,
Credit, me na laran gir gaou.
Baon biel, biel, biel, baon, biel abaon !
Canet gant Barba Tassel, — Plouaret 1886.
— Pater noster, Jann ;
— Pater noster, mamm, e-mé Jann.
— Ha dimezet oc’h, Jann ?
— Ia dimezêt awalc’h, dimêt da vates eur bêlec !
— O pegen gwaz, Jann !
— Gwaz abed, eme Jann, hi devoa parkigou,
Ha me am boa c’hadigou.
— O pegen gwell, Jann !
— Gwell a-bed, eme Jann, tri farcad kerc’h am boa
Hac a ies hol en drog.
— O pegen gwaz, Jann !
— Gwaz a-bed, eme Jann, tri forc’hellic am boa,
Hac am boa bewet gant-he.
— O pegen gwell, Jann !