Ha da lacad he benn er pod,
Hac he lost bars al lès-ribot,
Hac o commans da lipad lès,
Pa na glewe ket ar vates.
— « Lapad-lapad ! eme ar c’haz,
D’am c’halon a ra eur vad vraz ! »
Gant ar valiz ez ia enn-hi,
E stlap ar c’haz war leur an ti.
Ar c’haz kes a chomm souezet,
O welt pebeuz lamm hen eus bet.
« — ’Loal, ’mezhi, Olier fredon,
Clasket ar zonerrien da zôn ;
Ha clasket c’hui ar bombarder,
Hac ann dud iaouanc euz a gêr,
Da zont d’ober eur zôn d’ar c’haz,
A zo chommet fatiket braz ! »
Pa gommans ann traou da dripal,
E commans ar c’haz da finwal ;
Hac hen ’vont gant réjouissans,
Hac o lammad en creiz ann dans.
Eun denjentil a dremenas,
Gant carriolen’ dre ’n hent braz ;
O welet ar faribolen,
Zeuas ’mes he garriolen ;
E-mès he garros a zeuas
Ewit dansal war ann hent braz.
— « ’Léal, ’mezhan mestr Nicolas,
Pogement ’gousto d’in ho caz?
Arc’hant ’walc’h am eus d’hen paëan,
Hac hen caved crenn a rencan.»
Hanter cant scoed, en arc’hant gwenn,
Eo gwerzet Moutic, dra serten.
Setu et Moutic da Baris ;
Na retorno ken war he c’hiz :
Hac an dud iaouanc contristet,
Hac ar zonerrien glac’haret !
Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/102
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —