Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
126
sermon evit gouel an hol-zent.

a gar dont da domma, war ann oaled, rac ho bez a zo ien, dindan ann douar : na lemit netra diwar ho taol, goude ho coan, na boued nac evach, evit ma cavo ho re varo da debri ha da eva, mar ho deus naoun ; roït calz a aluzen d’ar beorien a deu da gana war dreuzou ho tor, rac ann ineou a laca anezho da brezec ; mar clevet eur vouez clemmus en ho ti, eun ine eo, o c’houlen pedennou ann ilis, ha na daleït ket da lacad eun offern, evit tenna ho tad pe ho mamm diouz ar purgator.

Selaouit, paroissianis ; pell braz amzer a zo a varvas er barrès-man eun toker hanvet Kergarel, ha lezhanvet ann Touzer, abalamour d’he avariez. Coulzgoude, a-roc mervel, e roas aluzennou d’ann ilis ha d’ar beorien, e reas eur binijenn verr, e c’houlennas ann nouënn hac e c’hourc’hemenas d’he vab lacad offerenniou vit he ine. Hogen, abalamour ma hen doa bet keuz da he aluzennou, Sant Pezr na digoras ket d’ezhan dor ar Barados, ha Kergarel a ieas er purgator. Evit ann tad da vezan avaricius, avariciusoc’h c’hoas a oa ar mab, pehinin a vije marvet, mar vije bet collet d’ezhan eul liard. Goude maro he dad, na fellas ket d’ezhan roï nac arc’hant d’ar c’halvez, evit eun arched, nac eul linsell evit sebelia ar c’horf, hac he galon a oe rannet, en distro deus ar verred, pa oe rèd d’ezhan reï da breja d’he gerent a oa deut d’ann interramant. Na baëas ar soniou glaz nemet dre ar serjant, ha ne senntas ket euz he dad, hen doa gourc’hemenet d’ezhan lacâd offerniou evit-han. Ann tad paour a c’houzanvas poaniou criz, dre avaristed he vab. Da noz gouel ann anaoun, ine Kergarel a ieas en he di gwech-all, en peleac’h na gavas na tan en oaled, na boued war ann daol. Neuze, evit dishunva he vab, a reas eun drouz vraz, gant eur morzol, hac e c’hourc’hemenas d’ezhan, a-nevez, lacâd offerenniou evit-han. Hogen, ar mab fall na fellas ket d’ezhan adarre zennti ouz he dad, ha d’ann abardaez noz, ann aotro sant Loeiz, paeron he dad, a lacaas ar mab er purgator, e-leac’h ann tad, ha Kergarel a deuas adarré war ann douar, en doare he vab. Kergarel a baeas ar c’hloc’her hac ar c’halvez, hac ann aotro ar person, evit arsao hep dale er Barados. Iann