Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
124
sermon evit gouel an hol-zent.

laouenn da sant Fiacr, ha gouvezit ho doa muioc’h a lueou eget ar re-all. Goude ann eost, Nonn a gassé eur sac’had ed hac eur sac’had gwiniz-dû. Da Santès Nonn, he vaeronès, e kinnige canab. A-roc mervel, hen deus laket eun offerenn bep sizun evit he ine. Evel-se a heulias ato ar scouer a santès Nonn, pehini a roë he dillad d’ar beorien a gave war ann hentjou. Eun deiz, e c’hoarvezas gant-hi rei he hol gwiscamanjou, nemet he hinvis, d’eur c’hlasker coz hac he c’hreg. Hogen, pa distroë d’he c’houent, e tigwezas gant-hi, en creiz ann hent, ann aotro Sant Houardon, harpet war he vâz, o clasq bara gant he vissac. Heman, enebour braz d’al luxur, kerkent ma welas eur plac’h coant, gant he hinviz hep-ken, a gredas a oa eur stroden, eur gast o veza grêt eun avoultriach. Neuze e couezas warnezhi gant he vâz, en hevelep giz ma vanquas mervel santès Nonn. Hogen ar Werc’hès na fellas ket d’ezhi coll eur seurt santès, scouer ar merc’hed war ann douar. Dre eun hunvre, mamm ann aotro Jesus a disclezrias d’al leanès eul louzou a oa tost da eur stivel. O veza laket bervi al louzou-ze, malet, al leanès a evas ann dour hac a lacas al louzou war he gouli, ha dioc’htu a oë pareet. N’ê ket evidoc’h a rafe ar Werc’hès eur seurt burzud !

Rancout a ra d’eoc’h lacad offerniou evit ho tadou coz, a zo er purgator ; neuze ho pô offern digant ho pugale, goude ho maro. Hirie ann deiz, er gwezit ervad, ann ineou ho deus pec’het a zistro war ann douar, en niver brasoc’h eget ann deliou seac’h, er coajou. Mont a reont da welet ho zi gwech-all, hac al lec’hiou ho deus caret, en pelec’h ho deus pec’het. Pa glevfet ar Maro o skoï war ho tor, da greiz noz, neuze a crenfet, abalamour na ouvezfet ket evit piou a sco. Ar c’horf a deuio ien, hac a vezo casset d’ar verred, en eun dumporel tennet gant eur marc’h n’hen deus kig ebed war he eskern gwenn.

Pa distrofet ive war ann douar, goude ho maro, da zelled ouz ho pugale, ho devezo ancounaket ac’hanoc’h, evel a ret brema gant ho kerent.

D’ann noz-ma, na vouget ket ho tan, abalamour d’ann ineou