Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
122
sermon evit gouel an hol-zent.

troët en deliou zeac’h gant ann aotro Jesus, a oa Doue. Neuze a em distroas, ha a reas betec he varo eur binijenn vraz meurbed ; heman a roas he danvez hol d’ann ilis hac a deuas da veza clasker-boued. Er stad-ze, Maze a debre ar boued roët d’ezhan, en tier, hac a vire gant ewez ann arc’hant roët d’ezhan evit digass da eur bêlec, da gaout offerenniou. Pa oe deut da veza coz, na c’helle mui bale dre ar vro, hac aliès n’hen doe evit magadurès nemet preonved ha ieoteier. Hogen ar vreïnadurès o veza comerret he dreidigou, ar sant a oe maget gant eur vor-vran, pehinin a zigasse d’ezhan eur pesk, bep deiz, hac eur biz da Vaze a c’hore bep creiz-deiz. Na varvas ket evel ann dud all ; heman a bignas d’ann nef adreuz war he viz, a oa bet roët diou askel d’ezhan gant ann Aotro Doue : ar vor-vran a nizé a-roc, gant eur goulaou war he lost, evit sclezrijenni ann hent. Kement-ze na rafeac’h ket, c’hui ! Ar garantez direiz evit ann arc’hant, ar vezventi, al licaourès a zo ann abec a goll hoc’h ineou.

En gwirionez, ez it da glevoud ann offeren, bep sul ha bep gouel-berz ; mès ar baotred iaouanc a sell ouz ar merc’hed, hac ann dud diskiant a gousk, evel ma ra ’to Job Kerboriou, al lue. Pa zistroït, goude ann offeren, ho calonou a frailfe, mar ve rèd d’eoc’h rei eul liard d’ar beorien a zo e kichen dor ann ilis ; c’hui a gav gwell’ palad eun toul en douar ha lacad enhan ho pec’hejou, pe goullonteri ho ialc’h en ti ann tavarner.

En aner a dastumet madou, mar na rofeac’h ket eul lod benac da Doue, da lavaroud eo d’ann ilis ha d’ar vèleienn, laket gant ann Aotro Doue evit prezeg ann Aviel ha distrei ann dud holl d’ho deveriou. Evit eun aluzenn bihan, eur gwennec roët d’ann ilis, ho peus en nef eun tensaour a gant gwennec. Heuliet ar scouer a Nonn Kerdroubar, a varvas bezan a zo tric’huec’h miz : pa ree he amann, ann daouzecvet lodenn a gasse d’ar presbital, hac he c’huec’h vioc’h a oa ar brava euz ar barrès. Pa lac’her eur penn-oc’h en he di, Nonna a roë d’am c’heginerès daou damm braz, unan lard hac unan treut, hep lavaroud ar goadegennou hac ar bouzellou. Bep-wech ma âle eur vioc’h, Nonn a roë eur gou-