Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
sermon evit gouel an hol-zent.

ar plac’h, en eur roï d’ezhi ugent tol-troad en he reor, ha mar na vije deut eun èl a-beurz Doue da digas bouet da Agar ha d’he bugale, en desert, a vijent bet marvet gant ann naoun.

Selaouit breman ar burzud braz c’hoarvezet gant Isaac. Pell-amzer a oa a-baoue ma oa dimezet da Sarah, ha n’ho doa ket a vugale. Eun abardeiz, setu ma tigwezas eun eal en ho zi, en giz eur c’hlasker bara. Isaac a bedas anezhan da goania gant he c’hreg hac hen, ha goude ar pred, ann eal a lavaras : « en gwirionez a lavaran d’eoc’h, a-roc ma vezo ann dero glaz a-nevez, Sarah a c’hano eur mab. » Mès Isaac a c’hoarzas, o clevet kement-ze, has a lavaras : lu ! Coulzgoude Sarah a willioudas, en amzer lavaret, hac hi meurbed coz. Na vefe ket grêt kement a bec’hejou braz, mar na antrefe ket assamblès ar baotred hac ar merc’hed er c’hoajou hac er wennojennou goloët, o tistroï euz ar pardoniou.

Coulzgoude Doue a denn ar vad diouz ann drouc. Setu aman eur scouer euz a gement-ze : eun den hen doa evit mevel eun aerouant, roët gant Guillou goz he-unan. Ar paotr-man a zennte en peb-tra ouz he vestr, den dizimez ha gadal, hac a zicoure anezhan da wallan ar merc’hed coanta euz ar vro. Mès o veza deut keuz ha mez d’ezhan euz ar vuhe-ze, e tistroas hac a fellas d’ezhan cass-cuit he vevel. Eun deiz, pa oant o vale, tost da eur ster, ar mestr a lavaras d’he vevel : « Sell euz ann dour ! » Hac a leuscas kerkent eur bramm ha na oa ket dic’houez, ha na oa ket gant-han ive c’houez ar roz, hac a laras d’he baotr : « Red war-he-lerc’h, buhan, ha digass d’in ma bramm ! » Hac ann aerouant a lammas er ster, hac a oe beuzet.

Ah ! ha ! ha !… Setu aze eur sarmon ha na n’ê ket evit ho lacad da lenva, a gredan !

Crenit ! ar c’hontron a zo en ho corfou dic’hlan ! Loui a ret ar flear euz ar pec’hed ? Hastit ober pinijenn, hac e pingnfot d’ann nef war-eün, ar pez a c’hoantaan d’eoc’h, en hano ann Tad, ar Mab hac ar Speret-Glan, Amen.