Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
sermon evit gouel an hol-zent.

c’hoad gant ar baotred ; hen difennet am boa ouzit, coulzgoude, ha breman ez eo dougerès ! Penn avelet ! Den divez !

Va breudeur keas, dalc’hit mad va c’homzou, hac heuliet va aliou : Evit ober amann mad, ez eo rèd pilad crenv ann dien. Evel-se a ran ganeoc’h ; skeï a ran warnoc’h, evit ma vefet gwelloc’h. C’hui a zo holl va bugale ; hervez Sant Iann, en aviel, ez on ar paotr-saout, hac ez oc’h va chatal : marc’h, cazec, ebeul, ebeulès, azen, azenès, azennic, ijenn, bioc’h, taro, lue, onner, maout, danvadès, oan, boc’h, gavr, boc’hic, porhel, gwiz : ar manac’h eo ar c’hi.

Me a fell d’in c’hoas comz d’eoc’h euz al licaourès. Mar ho pije envor euz ar pez am eus bet lavaret d’eoc’h, er bloaz tremenet, c’hui a anavezfe penaos va c’homzou na int ket sorc’hennou, hac e redfeac’h d’am selaou. Hon c’horfou a zo templou ar Speret-Santel, hac arabad eo ho saotra. Berzit mad ho merc’hed da vonet d’ar gêr. Aliès e teuont da veza landourc’hen, evel ma ’z eo bet Marc’harit Hesked. Er goan-man, e deus chenchet he zrabidennou gant dillad al livastred ar c’hêriou braz. Al libourc’hen-ma zo gwisket breman evel eun itron ; mès savit he lostenn, hac a welfot al libistri ar pec’hed. Iann Hesked, coz tousec, contamm ann ifern, mar as bije troc’het eur wialenn ounn evit frotta keinn ha cov da c’hoar, e vije c’hoas ama.

Tankerru ! ki counnaret, lacat a rez butun malet en da fri moc’h, epad ma comzan ac’hanout ! Mar as tapan, torlosken douar, a weli penaos hec’h hijan al laou. Ha lavaret-hu c’hoas ez ê ma c’homzou borod, pa ê peurarruët va diouganou ! Piou hen eus disket d’eoc’h, Anna Kerbri, a oa dougerès ann hini a zo brema greg Jakès Menard ? Ha n’ê ket me eo ? Ha mar n’am bije comzet gant Jakès, na vije ket c’hoas Anna dimezet. Tec’hit euz ar pec’hed ; diouallit ive euz ar c’hoant-lic ; heuillit ar scouer dudius euz a Abraham, Isaac ha Jacob. Abraham a oa eur paotr brav. Epad ma oa gant he dud, e c’hoarvezas eur vatès en ho zi. Homan a oa hanvet Agar, abalamour ma oa atô lupr, hac a pedas Abraham da bec’hi gant-hi ; mès ann den santel a harluas