Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
F.-M. LUZEL
————


SERMON


EVIT GOUEL ANN HOL-ZENT


ANN DE KENTA A VIZ DU


————



Je ne connais pas l’auteur de ce sermon burlesque, qui est une satire, parfois spirituelle, de la manière dont se comportaient en chaire quelques-uns de nos anciens curés de campagne. Il doit avoir été écrit dans le Léon ; la langue l’indique suffisamment, et il m’a été donné d’ailleurs par un de mes amis, qui se l’était procuré à Landerneau, mais en ignorait également l’auteur. Ne serait-ce pas Le Laë, l’auteur du Michel-Morin breton, qui est



Va farvassianis keaz, ar bloaz tremenet, deiz evit deiz, am eus lavaret d’eoc’h calz a draou mad da ober ha da virad en ho kalonou. Hogen oc’h eus ancounac’het anezho, pe na fell ket d’eoc’h heulia va aliou. Hirio a lavarin adarre va zermon ar gouel diveza, gant traou nevez am eus laket enhan, ar bloaz-ma.

Tleout a reomp hirio pedenna ar zent a zo en nef da dougen dorn warnomp ha d’hon zicour evit pignad d’ann nef. Evit tapad ar seurt tra, n’eo ket awalc’h flach ar muzellou, en ilis, ha caout ann nouenn, aroc ar maro ; rèd eo en em dioual diouz ar pec’hed ha kinniga da Doue oberou mad, pe sant Pezr, ar porzier, na digoro ket d’eoc’h. Gouzoud a ret er-vad a zo bet zent en peb-leac’h, en peb amzer hac en peb stad. Sant Vazé a zo eur scouer evidomp. Henès ’n eus gounezet ar barados, petrabenac ma oa maltoter, en he iaouankis. Eun deiz, he aour, en he zier, a oe