Pajenn:Luzel - Sacramant ann nouenn.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Piou a zo aze ? a c′houlenn ann ozac′h, euz he vuele.

— Fanch ann Dantec ; digorrit d′inn.

Setu, a sonjas Jobenn, en he guele, breur Fant a deu da lâret ez ê marw he c′hoar ; breman a credfont, marteze.


Digoret a oe ann nor, hac a teuas Fanch en ti, hac a lâras :

— Me ′zo deut da lâret d′hec′h penaoz ma c′hoar Jannet a zo tremenet, en noz-ma.

— Bet a zo eur bêlec o covès hac o sacramanti anezhi ?

— Allas ! Den n′hen eus gwelet anezhi o verwel.

— Neuze eta na eo bet na coveset na sacramentel ?

— Nann, siouas ! Doue d′hi fardono !

— Eo ! eo ! a lâras Jobenn, o clewet kement-ze, euz he guele ; covesêt ha communiet a deus, rac me a oa eno, hac em eus gwelet. Istrevidon a oa en ti, mes n′em eus anavezet hinin anezhe, nemet Jannet Al Lagadec.

— Petra a lâres-te ? Jannet Al Lagadec, pehinin a zo marw, tri bloaz zo !

— Na eus forz, ez oa eno assamblès ganen, pa lâran d′hec′h ; kement-ze a zo a beurz Doue.

— Annoncet a deus d′imb maro ho c′hoar, kent evidoc′h, a lâras neuze ar vroeg, ha lâret na oa hini eno euz ann amezeienn ; rèd ê credi anezhi, hac ar pez a zo c′hoarvezet a zo a-beurz Doue, evel ma lavar.

Person ar barrous a interrojas Jobenn Kerandour war ar pez a defoa gwelet; mès na voar ket hirroc′h eget ar re-all war ann traou-ze.

Evel-se, pa deu unan bennac da verwel, pe a vô pe na vô bet eur bêlec hen assistan, en he heur diveza, na lâret ket a vô marwet heb bea bet covesêt ha sacramantet. Doue, heb-ken, hen goar.


Dastumet gant Fanch Thépaut, baraër, euz a barrous Botsorhel ;
Guenveur 1890.


Dastumet ha troët en Gallec gant F.-M. Ann. Uc′hel.