Pajenn:Luzel - Sacramant ann nouenn.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

benn Kerandour a sonjas neuze : « Penaoz, Fant Ann Dantec, ma amezegès, a zo ken claonv-ze, ha n′em eus clewet netra, nac ar re-all duman ? Ze a zo kiriec, me voar-vad, na eo ket deut tud ar c′hartier d′ann offerenn veure. »


P′hen doe ar bêlec lâret he offerenn, e teuas e-mâes ann ilis, gant ann Aotro Doue, hac ann holl dud a oa ebars a deuas war he lerc′h ; mès calz anezhe a chômas er verred, darn-all a chômas er bourk, pe hec′h eas en hentjou hac er wennodennou, a-dehou hac a gleiz, ha pa arruas ar bêlec en ti Fant Ann Dantec, na oa ken nemet Jobenn Kerandour ha daou all euz he c′heul, ar re a oa bet o tigemen d′ezhan hac o kerc′had croaz ar maro. Ha na anaveze ket anezhe ive, hac a sonje arre : — « Ma ! na ouzon ket petra eo kement-ma; na anavezan ket arre ann daou a zo bet er bourk, o tigemenn ar bêlec hac o kerc′had ar groaz ! Ha coulzgoude e tleont bezan euz ma c′hartier !... »

Prest a oa peb-tra en ti, evit digomer ann Aotro Doue ha noui ar glanvourès. Pa oe êt en ti, Jobenn a eure eur zell endro d′ezhi, ha na anaveze den bepred euz ar re a oa eno, nemet ar glanvourès. Daoulina a eure, evit pedi gant ann hini a oa o vont da dremenn. E-keït ha ma oa ar bêlec o covès hac o noui anezhi, e talc′he hiniennou da dont bepred en ti. Eur plac′h a deuas da daoulina war gorn he davanjer. Ober a eure eur zell diout-hi, hac hec′h anaveas mad Jannet Al Lagadec, da behini a defoa dalc′het eur bugel euz ar fonz-badeziant, ha pehini a oa marw, tri bloaz a oa. — Pa deus gwelet kement-ze, e sonjas : — « Jesus ma Doue ! pelec′h hec′h on-me aman ? E-touez ann dud-varw, a gredan ! Setu aman Jannet Al Lagadec, hac a zo marw tri bloaz a zo ! »

Ar glanvourès a varwas doc′htu evel ma oa bet covesêt ha nouët. Ar bêlec a lâras d′ar-re a oa eno penaoz a oa marwet en stad a c′hraz; ha neuze hec′h eas-cuid. Jobenn Kerandour, goude bea pedet gant ann hini a oa a baouès merwel, a deuas ive emaës ann ti, ha penn-da-benn ann hent, o vont d′ar gêr, a sonje en kement a defoa gwelet, hac a oa saouezet braz. Pa em gavas er gêr, na oa savet den c′hoaz, hac a lâras : — « Petra, aman na zavo ket ann dud, hirie? Setu me distro