Pajenn:Luzel - Sacramant ann nouenn.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

veza, me voar-vad, emezhi ; mès na eus forz, na vinn ket re divezad, hirie, rac setu me digwezet er bourk.

Gwelet a re breman calz a dud o vont êtrezec ann ilis, hac a-roc d′êhi ha war he lerc′h, hac o tont er-maës ann tier, er bourk, ha na anaveze den, ar pez a saoueze anêhi. — « Petra, zo kiriec, — a sonje en-hi hic′h-unan, — na anavezan den aman ? morgousket on c′hoas, me voar-vad, pe ma daoulagad a zo troublet. » Hac a frotte he daoulagad.


Bezr ez ê ann de, d′ar c′houlz-ze ar bloaz, ha na ve ket sclezr, pa gommanz ann offerenn-veure. Treuzi a ra ar verred, ha mont bars ann ilis. Calz a dud a oa ebars, ha delc′hel a re da dont bepred. N′hec′h a ket doon en ilis ; chom a ra en kichenn ar pinsinn braz dour binniget. Ar-re a deue eno, da gomer dour binniget, a re hol eur zell diout-hi, evel pa vijent saouezet euz hi gwelet eno ; ha bepred na anaveze den a-bed, na paotr, na plac′h. — « Ma ! a sonje, — biscoas kement all n′em eus gwelet ! Rèd ê na ven ket dishunv mad, pe ê troublet ma daoulagad. Hac a frotte arre he daoulagad. Hac evit bea calz a dud en ilis, na glewe trouz a-bed, nac ar boutou-coad tachet, war bave ann ilis, nac ann dud o waskenni, evel ma ve custum da glewed, d′ar c′houlz-ze ar bloaz, en ilizou.


Dont a ra eur bêlec euz ar sacritiri, evit lâret ann offerenn, ha na anaveze ket anehan, nac ive ar c′holist a oa gant-han evit respont ann offerenn. Tri bêlec a oa er barrouz-ze. — « Daoust, emezhi, piou ê ar bêlec estren-man ? Na anavezan ket anezhan. »

Ar bêlec, kent commanz he offerenn, a lâr, en em distreï e-trezec ar bopl : — « Lâromb, ma breudeur ha ma c′hoerezed, eur bater hac eun ave evit Fant Ann Dantec, a zo claonv-fall, prest da verwel. P′em bô lâret ma offerenn, hec′h inn da gass ann Aotro Doue d′êhi, hac a pedan ar-re a zo aman euz ar vreuriès-ze da dont ganen betec he zi. » — Jo-