Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —



Eur glaouer du nerzus a lamm gant Yann Jego :
Tolio-dorn, tôlio-penn, hag ive bac’hado !
Yann gêz ’zo diskaret, pilet gant paotr ar c’hoad,
Deus e fri, e c’henou, e benn, ’tilamm ar gwad !
Leusket eo evel marv, ha neuze astennet
War e gein en arched gant jistr ha gwin glebiet.

Eun arched all ’zo grêt da Fanch Kerborio
Gant Efflammik Thepaut. — Achu eo ’n obido ;
Ha douaret ar c’horf, indan eun ivinenn ;
Bet ’zo en-dro d’an toull kan, hirvoud ha pedenn.
Brema, ’n touez e dud koz, hag indan ar yeot glaz,
E kousko, da c’hortoz ma teui’ dez ar varn vraz.


V


’Benn ma savas an heol, Yann Jego ’zo marwet,
Hep beleg na pedenn, hag ez eo bet tachet
En arched en doa grêt ’vit Fanch Kerborio.
’Lec’h ’oa bet astennet, gant e holl c’houlio,
Gant glaouerien ar c’hoad, paotred rust ha digar.
Evit hen kas d’ar bourk, ’voe tôlet en eur c’harr.

Hogen, darn a lavar penôs, araok an deiz,
Leun an ti a dud veo, hag an arched ’n o c’hreiz,
Daou diaoul ruz, euzus, eno ’zo digouezet,
O deus tennet ar c’horf er-mêz eus an arched,
Hag, en kreiz eun tan glaz, an douar digoret,
O pebeuz tra spontus ! en eus holl o lonket.