Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN DEN MEZW HAG AN ARCHED


I


Kaour Manac’h ’n eus gwelet an Ankou o tremen,
Neizour, dre an hent dôn ’lec’h ma kan ar gaouenn.
’Trezek ar Gerouez ec’h ê, ’barz an noz du,
Ha Kaour, pa hen gwelas, en eus lâret dioc’htu :
— Warc’hoaz, kent ar c’huz-heol, ’tiskenno ar Maro,
Siouaz ! er Gerouez : Ma Doue d’hon miro !

War e goz karrigell, e garrigell eskern,
Staget outi daou varc’h, du evel an ifern,
Linseliou gwenn a-us, ’oa ar skeud azeet,
’Ne zorn dehou e falc’h, e falc’h nevez lemmet,
En toull e daoulagad ’luc’he diou c’hlaouenn-dan,
Araok eur gaouenn, ha war he lerc’h eur vran.