Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —



» Eur piched da lakât dour sklêr,
» Eur boutou-koad, eur boutou-lêr,
» Dilhad d’ar zul ha d’ar pemdez,
» Arc’h koz ha mezelour nevez.

» Neuze em eus c’hoaz eur c’haz gwenn
» Da dapout raz ha logodenn,
» Eur c’hog ruz, a gân d’ar beure,
» Hag a lâr d’imp : « Setu an de ! »

» Diou yar rouz, gant peb a glodad,
» Diou vaoutez du hag eun danvad,
» Ha, da vloaz, eur vioc’h, marteze,
» Mar nean awalc’h evit se.

» Eur bugelig, gant gras Doue,
» A deuo d’e amzer ive :
» En doujans Doue hen savfomp,
» Hag evitan e labourfomp.

» Ha setu perak ma c’halon
» ’Zo gê, hag e kanan eur zon :
» Ha setu tiegez Fantig,
» Ha setu tiegez Fanchig. »