Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KRAMPOUEZ PARDON PLOUARET [1]


D’ar Vreuriez Keltiek.


C’houi holl, Bretoned a Bariz,
A em dastum eur wech ar miz,
’Vit komz eus Breiz-Izel, ar vro
A garfet betek ar maro.

Kredet penaos em eus keuz braz
Dre m’oun dalc’het aman, siouaz !
Ha n’hallan bezan en ho touez
Hag ober d’ac’h klevet ma mouez.

Hogen, ma spered en ho kreiz,
War an avel a deu a Vreiz,
A nijo skanv, — tra burzudus ! —
Hag e vin ganeoc’h evurus !

  1. Lennet el Lein keltiek, en Pariz, ar 14 a viz gouere 1879.