Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —



Piou a welan du-hont, dindan ar wezenn faou ?
Jenovefa, me ’gred, hag he Gabig, o-daou !
— « An awel noz ’zo fresk, aze, war lein ar roz,
» Ha pa vêr divezat, Jeno, ar vamm a groz.

» Met setu peadra d’hi lakât da dewel ;
» Setu alamandez da rei da beb bugel,
» D’ar breurig, d’ar c’hoarig, ha d’ar vamm ha d’an tad :
» Kollet em eus ; paean a ran, a galon vad.

» Doue da vinnigo bepred ho karantez,
» Ha da roi d’ac’h Gabig da hanter-diegez !
» Na ruziet ket ’vel-se ; arôk ma vo tri miz,
» Hoc’h eureujo ho-taou ho person, ’n e iliz. »


VI


Brao ê bale breman, ha mont dre an hentjo,
Ar wenodenno leun a c’houez-vad ar vleunio !
Setu o tont, war-lerc’h, ter flac’h, ter farodez,
Gant davanjero ruz ha koefo dantelez.

Gwelomp eta piou int : — « Hastan a ret, merc’hed ! »
— « Kalz hent hon eus d’ober, hag an heol ’zo kuzet. »
— « Hag ar mammo a groz d’ar plac’hed divezat ;
» Ar zoner ’zo kiriek. » — « Ar soner ? Nann avad ! »

— « Noz vad d’ac’h a lâran, ha gras da vout digroz,
» Ha da gousket ervad, en ho kweleo-kloz ! »