Met pelec’h ’man Jeno ? N’hi gwelan en neb lec’h,
Na kennebeud Gabig : kement-se ’ro d’in nec’h,
Rak na ioullan ket koll eur c’hant alamandez :
Klaskomp ; eun tu bennak int êt d’ober al lez.
Nag a dud er pardon ! Koanta da blac’h aze,
Dindan ar bod spern-gwenn, war ar c’hleuz, ’n he c’hoaze !
Braoa ma’z eo aze ! Bout ganti e karien !
Demp kuit, rak aoun em eus e trofe d’in ma fenn !
Jezuz ! ’vel m’eo faro an dud yaouank breman !
Setu ar c’haner dall ; marteze eo aman
O c’havin, o selaou eur ganaouenn nevez,
Savet da daou galon klanv gant ar garantez.
Nann ! an dall koz a gan eur werz gwall druezus,
Eul lestr kollet er mor, gant eun amzer spontus.
Gwelomp, gwelomp pelloc’h. Setu Youen Gorvel,
’N e c’hourvez en douvez, mezw evel eur porc’hell.
Hag a dud, hag a drouz, dindan an dinell-ze !
Red ê kredi e vent holl mezw-dall dre aze.
Aoun braz em eus a ve, ’rôk an noz, tôlio dorn,
Ha goude, marteze, eur re pe dall pe vorn.
Setu Fanch Kerival ! — « Mar klaskez Annaïg,
» Ma faotr kêz, goar ez out divezat, eun tammig.