Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —


— « An tantad ! an tantad ! » An holl a ra : — « Iou ! iou ! »…
Marw ê an tan : breman ê tro ar biniou.


III


Oh ! setu Jolori, diwar e varrikenn,
A c’halv an dud yaouank evit an aubadenn !
Kalonig ar merc’hed a drid ouz hen klewet,
Hag o lagad ive ’zo birvidik meurbed !

Em voda a reont holl en-dro d’an dachenn,
Kempennet ar c’haera, gante holl war o fenn
Koefo dantelezet, ha peurvuia ken koant !
En zello pep-hini e weler skler he c’hoant.

Ar baotred a dosta da ober o dibab :
Oh ! Doue d’o miro ’deus ar re a ra goab !
Ar re na gavont ket, ar re-ze a c’hoarz glaz,
Hag en kreiz o c’halon, o gwarizi ’zo braz.

Ha brema, sellet mad ! Pebeuz da levenez !
En despet d’an tomder, ha d’ar poultr, ha d’ar c’houez,
’Vel ma lammont en êr ! ’Vel ma komeront poan !
Na ê ket en enor, moarvad, da sant Ervoan.

Ar zoner na bad mui, ha kaer en eus evan,
E alan ’zo re verr, hag e krier d’ezan :
— « Son ’ta, soner ! son ’ta ! rak ken a vo kuzet
« An heol, n’az po ket peuc’h ! Ev ha son ! son bepred ! »