Tri salud, tôl war dôl ; hennez ’zo eur paotr mad !
Meur a blac’h warnean a dalc’h he daoulagad.
An eil banniell a zo etre daouarn Gabig :
E zello a bep tu a glask e galonig.
Goude e teu a-leiz bugaligo en gwenn,
Koantik holl, koantik holl, gant peb a c’houlaouenn.
Neuze, arôk an dez, kalz a êled bihan
A skuilh, a-hed an hent, bleun burlu ha balan,
Dindan treid ar beleg a doug ar zakramant
En aour melen, a luc’h en heol, ’vel diamant.
Kleier, tabourino, a zon uhel ha skler,
Ha tenno pistolenn ha fuzul a leusker :
Trouz ha tan, ha c’hoaz kan ; kan an dud a iliz
A bign bete Doue, gant Ora pro nobis !
War-lerc’h e teu ar bobl, da gentan ar wazed,
Hag ar merc’hed goude, ’n o dorn eur chapeled ;
Hag e pedont Doue, hag ive sant Ervoan,
Da gaout oute truez, da vinnigan o foan.
Hag en daou du an hent ’weler, war ar c’hleuzio,
Paotred ha merc’hed koant, etouez bep seurt bleunio,
Bleun spern ha bleun balan ; bete war ar branko,
Er gwez, ar vugale a zo a dorkado.
Digouezet en dachenn, gant e zorn e-unan,
Ar person a laka er bern keuneud an tan.