Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —



II


Kerkent Jenovefa ac’h a, skanv, er vered.
Ar gouspero a oa a-nevez deraouet ;
An iliz a oa leun, ha war a voudenn c’hlaz,
Evel kalz a re all, ’taoulinas, ’tal ar groaz.

Dindan ar gwez ivin, pe harp er mogero,
Diskabell, daouilnet, dre-holl ’oa bagado
Ha gwazed ha merc’hed, ’n o dorn o chapeled :
Met nep levr na welis, kaer a oa d’in zellet.

Klevet e vije sklêr mouezio ar ganerien,
O skrijal, o youc’hal, en iliz, a-bouez penn :
Ha na souezet ket, holl o doa leinet mad,
Evet eun nebeud gwin, ha jistr, a-leiz podad.

Dreist-holl ’vije klevet mouez Job Kerborio,
Hag hinin Efflammig eus a Gerlohio.
Setu ’r Magnificat ! Sevel ’ra peb-unan,
Hag e kresk en iliz hag an trouz hag ar gan.

Setu ’r prosesion ! Ar c’hleier ’zo en brall,
Ken a gren beg an tour, ken ’glewer o strakal,
Gant an nerz, koad ar stern. Setu ar banniell braz
O tont dre an nor-dal : gwelomp piou ê ar gwaz.

Robardig ar Manac’h ! Hennez eo ar c’hrenvan
A dud yaouank ar vro ; ober a ra gantan