Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —


Tin !… tin !… Aotro sant Per, selaouit mouez ar c’hloc’h ;
Digorit d’e ine, sant Per, a lavar d’eoc’h.


II


Tin !… tin !… Per digorit ; bezan ’oa Breton mad,
E-keit ma oa er bed, evel ma oa e dad ;
A-viskoaz ê bet paour, ha kalz en eus poaniet,
Gant e c’houezenn en deus douar e vro glebiet.

Tin !… tin !… Aotro sant Per, digorit d’ar paour kêz,
Leun ’oa a garantez, a feiz, a vadelez,
Doue hag ar Werc’hez bepred en eus karet,
Da zent koz Breiz-Izel meur a bedenn lâret.

Tin !… tin !… Er goanv kriz, en hanv, en peb amzer,
Dindan ar glao, an erc’h, pe ar brasa tomder,
En eus labouret stard, en parko Breiz-Izel,
Hadet, medet an ed, hep klemm, bete merwel.

Tin !… tin !… Adal al lun, bete noz, beb sadorn,
E vije gwelet pal, tranch pe falz en e dorn ;
Koulskoude na oa ket an den kêz pinvidik,
Hag e veule Doue c’hoaz eus e lodennig.

Tin !… tin !… Karet en eus e vro, dreist ar mado,
E vro hag ar yez koz komzet gant e dado ;
Biskoaz n’eus dilezet e vro ger Breiz-Izel,
’Met, siouaz ! pa renkas eun dez mont d’ar brezel.

Tin !… tin !… Neuze ’lâras kenavo d’an iliz
’Lec’h m’eo bet badezet, d’e dud, d’e yaouankiz,