Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EUR GER A-RAOK


————


Fanch-Mari Luzel [1] — ganet e Plouaret, e maner Keranborn, ar 6 a viz mezeven 1821 — a zo brudet ha brudet-tre evel dastumer gwerziou, soniou. kontadennou ha misteriou koz ; kalz nebeutoc’h eo anavezet evel barz. Koulskoude sevel a reas meur a son, a werz dudius, embannet aman hag a-hent e kelaouennou hag e kazetennou ar vro, dindan e hano pe eul leshano bennak, peurvuian hini Fanch Ar Moal.

Er bloaz 1865, e reas moula eun toullad aneze en e leor Bepred Breizad. Prestik goude e c’hoantaas embann eun eil leor a soniou all savet gantan, hervez an notenn-man a gavomp da heul son « An Newez-amzer » embannet ar 14 a viz ebrel 1866, dindan al leshano a Fanch Ar Moal war an Echo de Morlaix : « Ar son-man a vo moulet gant re all en eul leor eman an aozer e sonj da embann hep dale. » Ma ne gasas ket e venoz da benn eo, moarvat, dre n’en doa ket gwerzet mad e leor kenta, moulet diwar e goust (evel daou vloaz a-raok Santez Tryphina hag ar roue Arzur) war ar gopr zister a c’houneze neuze evel « rejant », da lavaret eo kelenner, e skolach An Oriant.

Kalz diwezatoc’h, e dibenn e vuhez, F.-M. Luzel, hervez e

  1. E diegez a veze hanvet An Uhel, e Plouaret ha tro-dro ; hen ivez, pa ne gemere ket eul leshano bennak, a sine e soniou hag e werziou Ann Uc’hel (pe Ann Huel, pe Ann Uhel). Miret hon eus, a-ratoz-kaer, ar furm gallek, dre m’eo brudetoc’h dre e hano gallek eget e hano brezonek, etouez an darnvuia eus ar Vretoned.