Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BUHE HA MARO AL LABOURER BRETON


D’an ôtro D’Arbois de Jubainville,
den gouiziek en gez ar Vretoned.


I


War ribl eun dosenn c’hlaz eun dez ’oan azeet,
Etouez ar yeot bleunek hag ar raden kuzet.
An amzer a oa kaer, dre-holl bleuniou c’houez-vad,
Ar saoud hag an oc’hen ’beure d’an traon, er prad.

A-dehou hag a-gleiz ’kleven o tiroc’hel
Ar mekanik-dorner : dem-dost eun durzunell
A gane ’us d’ar stêr goloet a vleuniou,
Ha ma fenn a oa leun a bep rumm hunvreou.

Hag a em ankouaïs betek an abardez,
Oc’h hunvrea ma ’vel-se, hag o klask kraon-kelvez.
Ha setu ma klevis, dreist ar roz, eur c’hloc’hig,
Truezuz braz : Tin ! tin !… Kloc’hig eur chapelig.

Kloc’h sant Jili !… Eur re bennak a zo marvet,
En dez-man, er gêrig ; e dro ’oa digouezet.