— « En foar diveza Mene-Bre,
» Al leoned-korn ’oa gwall-glasket,
» Ar c’hezeg ’c’h a mad adarre,
» Ma daou ebeul am eus gwerzet. »
— « Ya, Doue da vezo meulet,
» Mar gell kenderc’hel an amzer,
» Na vezo ket da boan kollet,
» Evit ar bloaz, paour labourer ! »
Trouz vraz ’zo en hosteleri ;
Kann ’zo du-hont, hervez ar vrud ;
— « Pipi, perak ken braz c’hoari ?
» Perak a em dastum an dud ? »
— « Lein charre-treaz ar Velchonnek
» A zo aze, hirie, me ’gred ;
» Ar Manac’h braz hag an Talek
» A em disput, goude o fred.
» Me ’anvez ac’han o moueziou,
» Pep-hini aneze a lâr
» Ez eo roue ar charreou,
» Ha kann a zavo prest, hep mar. »
Met an heol ’zo o vont da guz,
Diskenn a ra a-dreon ar roz,
Ar c’hloc’h a zon an Angelus,
Setu o tont ar vrumenn-noz.