Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —



Kaera ma komzez, Evoanig !
Oh ! ma ’garrie na ve ket gaou
Ar pez ’teus lâret bremaïk :
E kouskfemp en eur bez hon-daou !
Kaera ma komzez, Evoanig !

Met an dud a zo dishunvet,
D’al labour ez ê red monet ;
War-zao ! hag eomp da drei foenn,
Bezomp kalonek ha laouen.


Plouaret, an 13 a viz mae 1864.