Pa ve c’houez-vad a-leiz dre an hentjou,
Ha bleuniou kaer er parkou, er prajou,
Pa gan an envn, war ar skourr, ’us d’e neiz,
Pa bar an heol, en oabl, beb deiz, beb deiz.
Met er goanv, allaz ! pa ve ’erc’h, pa ve skorn,
’Vel am be riou d’am zreid ha d’am daou dorn !
Pa na ve ken na deliou na bleuniou,
’Vel ma ven trist, gant an envnidigou !
Oh ! er goanv ! Neuze bezit truez,
Bezit truez ouz ar mesaër kêz ;
En amzer-ze, ez ê garv e vuhez,
Renkout beza ’barz al lanneg er-mêz.
Ya, met Doue ’roi e heol binniget
D’imp adarre : bezomp holl fur ha mad,
Pedomp Doue, ar zent, na bec’homp ket,
Hag a vezo d’imp prestik digaset.
Ma mammig paour ’welan o vont d’ar c’hoad,
Da glask koad sec’h ; diouz ma daoulagad
E strink an dour : en kreiz kalon ar goan,
En he zi plouz, ma mammig kêz hep tan !
O ma Doue ! pegouls e vin-me braz ?
Ar baourentez hag ar gozni da laz !
Met pa vin braz, da vab, o mammig paour,
’Chounezo d’it kalz a arc’hant hag aour.