Ma c’halon ’zo diês : Franseza, ma c’hoarig,
Roet d’in eun ali, eur gomz vad, bremaik.
Ho kwelet drouk-kontant ’raë d’in kalz a boan,
Mes ive lavar d’in petra ’rin eus Ervoan ?
Gant eur pastrig ken koant, zoken en paourentez,
Me ’gred ’ven evurus, m’am be e garantez ;
Aour hag arc’hant a-leiz ’zo dister da vevoan,
Mar n’am be da bried ma dousig koant Ervoan.
Gabig Kersalaün ’ra d’in ive al lez ;
Hennez ’zo pinvidik, bepred ’komz a danvez,
A gezeg, a barkou, pa zeu, goude e goan,
Mes na danso biken hennez evel Ervoan.
Ma mamm lâr d’in dalc’hmad divoal eus ar baotred,
Pere ’ve, peurvuian, o voapât ar merc’hed ;
Kouls ê d’ezi tevel, war ze me ’zo hep doan.
Piou a gredfe biken an dra-ze eus Ervoan ?